J’ai publié ci-dessous certaines œuvres de la littérature bretonne. Elles ont été écrites en breton. Si tu peux le parler, sens-toi libre de tout lire. Sinon… apprends-le, c’est une langue merveilleuse ! Si VRAIMENT tu ne veux pas l’apprendre, choisis une autre langue ci-dessous.
Il y a 298 textes disponibles pour l’instant, ce qui te donne beaucoup de choix, et une chance de trouver le texte qui te rendra heureux ou qui changera ta vie, qui sait ? ...Ce qui nous amène à la grande question : comment s’y prendre pour trouver le texte qui nous convient ? Il y en a beaucoup ! Bien, je pense qu’il vaut mieux avoir plusieurs moyens d’y parvenir :
Merc’hed Landreger zo ken koant, ’Vel melezourioù en arc’hant. Hini ’velkent ’reas al lezenn Evel unan ’oa stoubennenn, Ul lagad lemm, un dornig fresk, Ur c’horfig mistr evel ar pesk. E ribl ar mor oa he zi plouz, ’Lec’h ’vije ’wechoù ur gwall drouz, Ha na den na loen koulskoude, Hag an nor digor en ti-se. Nemet gant un dar...
Ouzh taol ’oa c’hoazh tud an eured, Broudig an dall pa’z eo klevet, Gant e gi ar baleer-bro O pateriñ ouzh an treuzioù : Dall ha daonet ! An aluzon Az po, mar kanez deomp ur son. E sku’ll’n e zorn, gant pep hini ’Krog an diskan war leur an ti. Skuilh ha skuilh, ev da ruilh ; Chufere, n’evit re. Mat eo gwin ru...
Klevet hoc’h eus d’an diskar-amzer, E-kreiz an nozvezhioù teñval, Pa lamm ar mor bras dreist ar reier, Pa vez an avel o yudal, Klevet hoc’h eus, e traoñ d’ar menez, Ur jabadao ken kounnaret, Ma ro d’ar spered spont hag enkrez ? Tec’hit diouzh ar c’horriganed. Dorn-ouzh-dorn a-dreuz ar bodennoù, En ur zañsal, en ur ganañ, Ez eont da glask er gwenodennoù,...
An dour a gouezh, goustad, berad ha berad, a-hed ar raden gouez. Didrouz ha lizidour e virbilh an dour diouzh gorre ar bantenn ; abaoe kantvedoù e kouezh a-veradoù ingal, ingal, diouzh kalon ar garregenn. Noz ha deiz, a-hed ar raden leizh, berad ha berad, goustad. Hep trouz ebet e kouezh a-hed ar raden gouez, en un ...
En amzerioù kozh-gwechall Pep korn a Vreizh ’oa ur marvailh : ’Oa ket ur poull nag un hent don N’Dije o duz, o c’hornandon ; ’Oa ket ur c’horn en ur barroz Hep korred ha lutuned noz. En amzer nevez a renomp O c’hlask en aner a refomp : Bonapart gant e ganolioù ’Neus o skarzhet diwar ar vro. Ar c’horr, al lutun hag an duz Zo aet ’b’oe pell amze...
Da vestr ha da vartoloded an Aquilon, e koun a viz eost 1913, tremenet deomp a-gevret o redek ar mor. Mestr, troet hor beus ar mor a walarn da c’hevred, Pennet e biz hag e mervent, Ha, kaer redek, hon higennoù n’o deus skourret ...
Bonum est viro si portaverit jugum ab adolescentia sua. (Threni, III, 27.) Me zo ganet e-kreiz ar mor Teir lev er maez ; Un tiig gwenn du-hont em eus, Ar balan ’gresk e-tal an nor Hag al lann a c’hol’an avaez. Me zo ganet e-kreiz ar mor, E bro A...
Azezet e oa war lez an aven, O c’hortoz an hini a gare. Uhel e oa an heol pa zegouezhas er glenn. ...En-dro dezhañ e noze. En halegoù e bleuñv ar vilzig a oa tavet ; War-c’horre ar c’hegid gwenn an nadoz-aer a vorede, hag eñ a c’hortoze ar plac’h na zeue ket. E bevenn ar c’hornog e taskrene ruzoni, Skeud ar c’hegid gwenn a varve e-barzh an dour, La...
En amzer goloet gant an deñvalijenn, ’Barzh an amzer gozh-gozh, ’raok an amzer gristen, Ken kozh, ken eo kollet diouti an eñvor, Moarvat nebeut amzer goude dic’hlann ar mor ; Gouenn veur ar C’heltied, savet ’barzh an Azi, ’Ziskennas d’an Europ da glask douar ha ti. Ganet ’n ur vro e-lec’h e oa c’hoazh an doare Deus an tadoù kentañ, kelennet gant Doue, Noe hag A...
Bihan ’vel ur c’hwibuenn a-zindan ar c’hoabr glas, En draonienn, er menez, pe c’hoazh war ar mor bras, An den, petra ’c’hallfe talvezout war an douar ? Daoust hag ar soñjezon a nij eus e spered Ne c’hallfe ket pignat dreist an heol, ar stered, Betek ur sklêrijenn ha n’he deus ket he far ? Eus a vil vloaz da vil vloaz pa weler ar reier O chom hep uzañ tamm a-zindan ...
Da Fañch-Mari Bothorel
Pelec’h ’mañ an amzer ma vevemp er Porzh-Kloz
Bugale a-gevret ’hed an deiz, ’hed an noz ?
Pelec’h ’mañ an amzer ma tiwallemp ar saout
E gwaremmoù Flagouz gant pep a groc’hen maout ?
Pa c’hoariemp el leur, pa’z aemp hon-daou d’ar skol,
Ha, da goulz an neizhioù, d’ar parkoù, ken diroll ?
Pelec’h ’mañ an amzer ma’z oa leun or c’halon
A ganaouennoù kaer,...
War gribenn ar menez, ar roc’h zo morgousket
En un oabl digoumoul e lugern ar stered,
Hag amañ, ’n ur gêrig, en-dro d’un tantad tan
Kouerien daoulinet ’veul an Aotroù Sant-Yann.
« Me ho salud, Mari », ’lavar ur vaouez kozh :
Holl gêriz a respont e sioulder ar peuznoz.
O klevit, va Jezuz, selaouit gant truez
Ar bedenn a ziwan eus a-greiz o ene,
Ha grit ma kendalc’hint e pep lec’h da sevel...
Gwechall, en va bourc'hig, e oa war al leurgêr
Pemp dervenn gantvloaziek karget a skourroù kaer :
D'an hañv en o disheol, e weled merc'hed kozh ;
D'ar sul, c’hoari bouloù eus a lein betek noz.
Dindane d'ar pardon, da goulz a foarioù bras
Evel d'an euredoù ha da veur a c'houel c’hoazh,
Tud yaouank a gaved en o c'huzuligoù,
Skoulmet o biz bihan, hervez boaz hon tadoù.
N'oa ket neuze ar c...
Er menez, ar c’hentañ bragez,
E pep parrez,
A vez graet d’ar bugel bihan
’Tro gouel sant Yann.
Neuze ’kaver ebat en ti
Gant pep hini.
Gwisket a-nevez ar paotrig,
E c’hoarezig
En e zorn buan a grogo
Hag e gaso
Da wel’t an holl amezeien,
Ha gwen...
D’an Aotroù Monfort
Skleur ar mintin a luc’h war livenn-gein Are,
Goloet gant an erc’h kouezhet araok an deiz.
Den er-maez, er menez ; ar saout ’lezer er c’hraou.
Ar parkoù a chom mut, digeflusk an holl draoù.
An oabl gwer a hinon ; ne c’hwezh banne avel.
Er pellder ne glever ’met leñv ar gornigell.
Hiboud an dour er wazh ’ziskouez hepken buhez ;
War veg ar bodoù lann e kaver, O...
D’an Aotroù J. Philippe
Karout ’ran an avel pa c’hwezh dre ar gwez bras,
Pa lak war va zoenn da zañsal ar mein glas,
Pa storlok dor va zi ; pa gren gwer va frenestr
’Vel, e tremen ar Raz, gwern ha kerden ul lestr ;
Pa welan oc’h hejañ ar skourroù war ar c’hleuz,
An ed e-barzh ar park ’giz un aber e reuz ;
Pa sav, pa ziazez ar wagenn war al lenn ;
Pa bleg, el lanneier, ar brug ...
Pa weler ar c’houmoul war duchenn Sant-Mikael
O redek hep ehan, douget gant an avel,
Hag oc’h en em ledañ a-us da Yeun-Elez
Evit gounit buan Boneur hag ar Fouilhez,
Sur ar glav a gouezho, ur glav lous ha foetet...
N’oufen netra tristoc’h em c’horn-douar karet !
Gleb teil e teu an dud dimeus ar parkeier
Ha prim ar vugale ’zastum ar saouteier.
Dour a ruilh er porzhioù. Ar yer en em vodet
...
D’an Aotroù Pennkêr
Ar spern a-hed an hent ’lede o skourroù gwenn,
Ar parkoù ’oa bleuniet dirazon hep termen ;
Er pellder e kleved o tihun ar maezioù,
An deiz o klask sevel ’oa leun a huñvreoù.
Eürus e tremenen war garrbont ur stêrig.
Penn ha dremm distanet gand c’hwezh an aezhennig ;
Nepred n’em eus merzhet kement ’hed va buhez
Kaerded ur mintinvezh ’pad an amzer-nevez.
Bi...
Gwel’t e vezan da c’houloù deiz
O kuitaat didrouzik va neizh
Evit mont da vordig an hent
Da derriñ kailhastr a bep ment.
Ne ra nikun van da’m morzhol.
Ne ra mouezhig heklev d’e daol,
Hiboud va c’hunujenn hepken
Ouzh va harpañ em flanedenn.
Dirazon ma chom un’ bennak,
Eo ur bugel pe un den vak ;
Ha pet hini pa dremenont
’Stlap ouzhin selloù divergont !
Rak va micher, piv n’her goa...
D’an Aotroù F. N. Bléas
Da c’houloù deiz, bep beure,
Ez an e donder Are
Dre ur c’harrhent moan ha treuz,
Toullet e-barzh va mengleuz.
Kentoc’h ’vidon e vez c’hoazh
War ribl ar poulloù damc’hlas,
Ar gannerez hegarat
O prederiañ he neizhad.
Hemañ, er bloaz tremenet,
’N em gave ’n ur bern atred :
Difenn ’raen e re vihan
Ouzh pep nec’hamant ha poan.
Tristik ar vamm da gen...
Ne gouskan mui. Ur vouezh a zo, en noz-goañv, diouzh ma gervel, ur vouezh iskis ; Ur vouezh kreñv, ur vouezh garv ha boaz da gemenniñ : an dud yaouank a blij dezhe ur vouezh ’vel-se ; (Ha n’en deo ket mouezh ur verc’h eo, na mouezh ar c’horrigezed-hont, a red dre ar mor keltiek) ; Ur vouezh ha ne c’hell den chomel disent outi ; hudadenn ar Brezel war an harzoù. Sentiñ a rin. Kent p...
Karout a ran klevet en noz kan ar c’hegi, Aketus, diankoua, hep aon na diegi, Sonn a-greiz-holl, diwar an eil klud d’egile, Pep hini ’laosk e damm galvadenn da vale. Darn a gan dic’halloud, darn all skiltr pe raouiet, Lod a zistag sonioù burzhudus da glevet ; Met holl, bras ha bihan, talvoudek ha dister, War c’hed atav, daoust d’ar c’housked pe d’ar skuizhder, Daous...
Levavi oculos meos in montes Ar baleer, o vont dindan heol ar mintin, A wel ur vougenn c’hlas, koantoc’h ’vit ar bleuñv lin, O tispak ’vel ur pal burzhudus er pellder, Hag a vale skañvoc’h e droad, muioc’h seder. Hepdale, ’kav dezhañ, ’vo tizhet ar pal koant : Douget gant e gredenn, kennerzhet gant e c’hoant, War gaerder ar menez staget e zaoulagad, ...
E-kreiz ur vodenn lann, pemp labous, en un neizh, Digor o daoulagad abaoe gouloù-deiz, A c’hed didrouz o mamm aet, kerkent ar beure, Da glask un nebeud boued evit he bugale. DISKAN Bugaligoù, na rit ket a vrezel Biken d’al laboused, Soñjit, p’edoc’h gwechall en ho kavell, Gant ho mamm ’oac’h karet. En un taol er waremm e la...
« Custos, quid de nocte ? » Is. XXI, II An deñvalded pounner a devaas war-dro din, War ledanded al lann liv an noz ’n em lede, Ha me ’glevas ur vouezh war ar c’hleuz o pediñ : O pedenn ar c’hadour pa gouezh gouloù an deiz! « Heol klañv an neñvoù goañv, setu eñ aet da guzh, Kleier an Añjeluz en deus...
’Us d’ar vro ’vel ur vogedenn Ar goañv didruez a dremen. En oabl hudur heolig Doue War Dreger ne baro feteiz ; Ul liñsel wenn war an douar, Erc’h ha skorn, ha kañv ha glac’har. Hag an avel war Venez-Bre Bemnoz a yud ’vel ar preizher, ’Vel evn an Ankoù ’pad an noz An avel war ar menez kozh. Neuze ’sav eus an douar pri An ...
Petra zo nevez er gêr-mañ ? Rak an holl o redek ’welan, An holl en o c’haerañ gwisket : Petra zo nevez erruet ? Tud vat, ha c’hwi ’it d’ur pardon : Ne glevan ar c’hleier o son ; Sioul ar c’hleier ’n ilizioù, Met strakal ’ra ar c’hanoloù. Ur marc’had bras a zo du-hont ’Lec’h e weler an dud o vont, Hag eus a bevar c’horn ar b...
Keloù, Breizhiz kaezh, eus a bell bro, Eus ar brezel em eus bet keloù. Ar gwashañ brezel hoc’h eus klevet Ab’oe ar Saozon, ’ti an Durked ; Ha war-benn an emgann ziwezhañ, Kalz ne ouelont a zlefont gouelañ. Diskaret an dud dre an hent ruz, ’Vel ’ra ar meder ’n ur park ed-du ; Ha tud a c’hleze, troc’het o goûg, O stripoù ’maez, kousket...
Darn a lâr : d’ar c’houlz-se ne oa ket c’hoazh digor Ar strizh a zo bremañ karzhet ’tre an daou vor. Ne oa ket c’hoazh ezhomm deus bag ar mordead Evit mont da Vreizh-Veur : an dud a yae war droad. Met tud all gouiziek a lavar c’hoazh ivez ’Oa Breizh-Veur enezenn a-grenn war-benn neuze. N’eus forzh, treuzet gante strizh-vor pe gour-enez, Pep rumm, er vro nevez, ’savas ro...
kinniget da’m mignon ar c’homandant Ollivier-Henry, marvet ’vit ar Frañs Tinterezh ar c’hleier a glevan tro-war-dro, Hag e sav em spered eñvor va zud varv, Aet holl, kozh ha yaouank, bugaligoù zoken, D’ar broioù dizan’vez diouzh lec’h ne zistro den. Hag e soñjan : « Eürus ar re ’zo diskennet E donder yen ar bez ’kreiz o flourañ kened, Gant o huñvreo...
Tu peux aussi trouver ci-dessous quelques textes choisis qui sont rangés par thème principal, comme l’amour, la nature, l’histoire etc. D’accord, j’avoue que c’est moi qui les ai choisis, et que cela peut donc être considéré comme mon choix…
Tu peux même trouver ton auteur favori ci-dessous. Si tu ne sais pas lequel d’entre eux est ton auteur favori, clique ici et là : tu vas certainement finir par le rencontrer. Si il (ou elle) n’est toujours pas là, attends : on accueille régulièrement de nouveaux arrivants !
De façon plus classique, j’ai listé ci-dessous tous les livres disponibles. Tu les trouveras ordonnés par nombre de likes avec quelques informations (auteur, pays, date, genre). Cela peut t’être utile si tu veux lire un livre entier.
Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris(e).
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser le texte pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.