An den

572 👁 1 ★
Bihan ’vel ur c’hwibuenn a-zindan ar c’hoabr glas,
En draonienn, er menez, pe c’hoazh war ar mor bras,
An den, petra ’c’hallfe talvezout war an douar ?
Daoust hag ar soñjezon a nij eus e spered
Ne c’hallfe ket pignat dreist an heol, ar stered,
Betek ur sklêrijenn ha n’he deus ket he far ?

Eus a vil vloaz da vil vloaz pa weler ar reier
O chom hep uzañ tamm a-zindan an amzer,
Perak e vrein an den evel un amprevan ?
Ha perak bezañ roet dezhañ kalon ha penn ?
Perak e vuhez zo berr evel ul luc’hedenn
A red er c’houmoul du d’an devezhioù taran ?

Perak ? Abalamour n’eo ket graet ’vit an douar,
Ganet eo ’vit gounit un deiz ar vro zispar
O doa kollet hon tad hag hor mamm disentus.
Bepred an den a zle sevel uheloc’h e benn,
Bez en deus un Ene, bez ez eo deus ur ouenn
Ha ne c’hall ket mervel : gouenn an Doue galloudus.

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.

Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?

Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !

Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.
D’AN UHEL