D’hec’h ene
559 👁 0 ★
Al laboused o deus echuet o c’hanaouenn,
Kousket ’int en neizhioù ;
Ar pardaez a zo klouar, kaer eo mont da bourmen,
Ur pennad, er maezioù.
Met pardaez ar sul-mañ n’eo ket heñvel, siwazh !
Ouzh ar re warlene,
Rak an dristidigezh a ziskenn gwashoc’h-gwazh,
Em c’halon, em Ene.
O te va mignonez, p’hini ’ouie karet
Evel ur bugelig,
’Vit frealziñ da vignon, perak ne c’hallfes ket
Diskenn ur pennadig ?
’Vit lavaret din peur e tilezin an douar,
Evit ur bed gwelloc’h ?
Rak biken, a welan, em zraonienn a c’hlac’har
Ne c’hallin kaout ar peoc’h.
O ! perak eus an Neñv ne zeuez ket, en noz-mañ,
Da derriñ va chadenn ?
War zivaskell un Ael, ganez, en ur ganañ,
Eürus e yafen !

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.
Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?
Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !
Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.