D’ar vugale

542 👁 0 ★
Bugel, da zaoulagad a c’hall chom digor-bras
                    Evit sellet ouzh an Neñvoù ;
Da dal zo ken dinamm ! a-zindan ar c’hoabr glas,
                    Ken lugernus eo da selloù !

Ar pec’her, eveldout, ne gred ket digeriñ
                    Bras e zaoulagad, gant frankiz ;
En ober e Grouer e oar ne c’hall ket mui
                    Lenn, evel en e yaouankiz.

Bugel, ’vel un Aelig, gant da vouezh dudius,
                    Kan ur werz da Grouer ar bed,
Rak en da galon flamm n’eus netra stlabezus,
                    Evel an erc’h eo gwenn bepred.

Mouezh an den fall avat a douas ken alies,
                    Ma rank tevel hiviziken ;
Ar vouezh-se ne zle ket kanañ gant an Aelez ;
                    Yudal a ra gant an anken.

Bugel, lak gant fiziañs, e daouarn an Ael mat,
                    Da bedennoù, mintin ha noz,
Rak pedenn Ael an douar, gant hor mamm hag hon tad,
                    Zo selaouet er Baradoz.

Kement Yudaz avat, pa zeu deiz ar c’hastiz,
                    Kaer en deus pediñ gant glac’har,
Ne vez ket selaouet ; ouzh pedenn an den treizh
                    E vez graet atav skouarn vouzar.

Bugel, te ’c’hall mervel, hep krenañ gant enkrez,
                    Rak ar Baradoz zo da vro,
Ha betek kador Doue, da vreudeur an Aelez,
                    Holl en ur ganañ, da savo.

Siwazh ! an den difeiz, hag a nac’h e Grouer,
                    N’en deus da c’hedal, d’e varv,
Nemet an nec’hamant, an ifern en ur ger,
                    E-kreiz an holl boanioù garv.

Bugel dinamm ha gae, gwelloc’h eta mervel,
                    Me teuez un devezh da ziroll ;
Er Baradoz, diouzhtu, kentoc’h ober un Ael
                    Eget bevañ ’vit mont da goll.

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.

Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?

Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !

Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.
D’AN UHEL