Pedenn ar moraer

650 👁 2 ★
Da vestr ha da vartoloded an Aquilon, e koun a viz eost 1913, tremenet deomp a-gevret o redek ar mor.

Mestr, troet hor beus ar mor a walarn da c’hevred,
                Pennet e biz hag e mervent,
Ha, kaer redek, hon higennoù n’o deus skourret
                Pesk ebet hed-ha-hed d’an hent.

El liveoù darempredet gant hon tadoù
                Tremenet ’omp ’n ul linennañ ;
Netra n’hor beus tapet ’lec’h m’o doa bagadoù :
                Mestr, hor c’halonoù a wana.

Aet ’omp bet er mor gouez ha ne ouzer dezhañ* [W dehoñ]
                En hor bro-ni anv mat ebet ;
War-dro deomp e nije fru tonnoù Iwerzhon ;
                Pelloc’h war ar maez ez omp bet ;

E kornog pesk ebet nag e reter muioc’h,
                Hini n’hor beus lakaet e dalc’h ;
A sol hon truegezh, Mestr, e youc’homp warnoc’h :
                Ne gav ket deoc’h emañ trawalc’h ?

Skuizh eo hon daoulagad o spial tro-ha-tro
                Ar mor ha ne ro deomp krouañs ;
Siwazh ! Mar kendalc’ha, ar bloaz-mañ en hor bro
                Ar paour a vo tanav e vevañs.

Ar poanioù hor beus-ni n’en deo ket kalz a dra,
                Hag aes er-walc’h o doagn’femp ;
Met n’omp ket ’n hon-unan, Mestr : piv a roy bara
                D’ar re a zo o sell ganeomp* ? [W genem]

O C’hwi hag a sente ar mor diouzh ho mouezh, kent,
                Pa gerzhec’h war hentoù mab-den,
Ho pet truez diouzh ar moraer hag e gerent
                A vo, hepdoc’h, beuzet er boan* ! [W boén]

C’hwi hag a sailh’je ar pesked er rouedoù
                War ho komz gwecharall, O Mestr,
Dalc’hit koun en eur-mañ diouzh Feiz hor gourdadoù,
                Bennigit linennoù hol lestr…

Ni a bec’ha, gwir eo. Ni zo gwan ha dister,
                Lies ’reomp deoc’h displijadur,
Met C’hwi zo Doue ar garantez hag an douster,
                Met mab-den a zo ho krouadur.

Ar groaz a gasec’h kent war ar C’halvar, dre zoan,
                ’Oa pounner ; hon hini ivez :
Micher ar martolod zo ur vicher a boan,
                Bemdez ’teu deomp unan nevez.

Bemdez o redek mor war ul lestrig dister,
                O stlejal linennoù pe roued,
’Zioc’h ar gornog e teuomp en-dro war ar reter,
                ’Vel un evn-mor o klask e voued.

Lies ez eomp d’an aod gant hor bagoù goullo*, [W gouli]
                Brevet d’ar skuizhder ha d’ar vezh :
Ar mor a zo hor mestr, ni zo e veveli,
                ’Vel ma kar e ro deomp, dalbezh.

Lies e ve lakaet hor gouelioù a-dammoù,
                Gant nerzh diaoulek an avel-ruz :
O ! Anv hor micher-ni zo splann war hon dremmoù,
                War hon dremmoù debret d’ar fru !...

Ho pet truez enta, Mestr, diouzh ar martolod,
                Diouzh e vuhez a druegezh,
Hag en hor bro du-hont e vo kanet ho klod
                A diegezh da diegezh !

Er mor, eost 1913, en ur zont d’an aod gant nav fesk, goude triwec’h deiz mor.

While you’re reading a text that has been written in breton, don’t forget that breton literature is like any other: it has its own genius and tastes.

They may be very different from those of the (french, english...) literature that you have been imbued with at school. Should breton literature be held in poor esteem for that reason?

So, please remember how useless it might be to contrast a literature with another. Take the texts as they are, have a nice read and enjoy!

Any idea? Please do NOT hesitate to contact me, whatever it might be. Though I'm not wonderwoman (hmmm, and who knows after all?), you might be surprised anyway!
The texts above are all in the public domain under french law (70 years elapsed since the death of the author), but take notice that other laws may extend the term of protection.
Feel free to use the text for any purpose, but please mention this website! Of course, I would be grateful to those who report to me all errors or inaccuracies that might occur.
UP