Pried ar Barzh

532 👁 0 ★
Euredet ’omp bet deiz ma badeziant* : [W badient]
Kloc’h an iliz kozh en tour a sone,
Heol mat gourhelen* en oabl a splanne, [Gouere]
Ar bleuñv a vleunie er geot war an hent,
’Mesk ar gwinizh aour evned a gane :
Euredet ’omp bet deiz ma badeziant* : [W badient]

Ken kozh ’vel an Douar e oa ma fried ;
Netra ne gleve, ne wele netra,
Dall e oa ha bou’ar, kamm ha kammskoaziet,
Biskoazh ur minc’hoarzh war he fas gweñvet :
Ken kozh ’vel an Douar e oa ma fried...
Met Doue a ra mat holl ar pezh a ra.

Ha pa oan bihan, gwiv ’vel ul labous,
Kousket em c’havell e-tal he gwele,
Hi ma luskelle, hi ma luskelle,
En ur ganañ din sonennoù ken dous
Ma teue daeroù din, ha me a ouele,
Me ’ouele didrouz o klevet ma Dous.

O sonennoù brav he deus sonet din,
Leizh a vleuñv huñvre hadet a-vrec’had,
Biskoazh n’ho klevan hep adhirvoudiñ.
Birviken n’hellin, gwir, hoc’h ankouaat !
O sonennoù brav he deus sonet din,
C’hwi zo gwriziennoù ma c’halon Breizhad.

Soñjal en traoù marv zo ma flijadur :
Nag a fulennoù dindan o ludu !
Pa sav diragon ma buhez krouadur,
He c’houn ’ra em c’hreiz ’vel ul loskadur,
Rak ne welan ken, - c’hwervat plijadur !
Dalbezh etalon, ’met ma fried du.

Dister e oan c’hoazh a gorf hag a oad*, [W oed]
P’en don bet kaset un deiz d’ar c’hloardi.
Perak ma heuliañ, o pried amoed ?...
P’he deus ma gwelet o vont d’ar studi,
- Dister e oan c’hoazh a gorf hag a oad*, - [W oed]
Sed ’mañ-hi ganin war dreuzoù an ti.

Ma maget he deus ; hi ’deus ma gwisket,
Bemdez ha bemnoz hi ’oa war ma zro ;
Ha koshaet em eus, ha me ’meus kresket,
Ha ma fried du, gant n’he c’haren ket,
Un noz pa oa-hi o kousket d’he zro,
Evit he c’huitaat, ’meus kuitaet ma bro.

Met redet he deus a-herr war ma lerc’h,
’N ur bokat d’he dorn, ’vel ar vugale.
Gant hec’h adgwelet ’meus kollet ma nerzh,
Ha kousket hon eus er memes gwele ;
Ha Doue a roas deomp daou a vugale,
Doue a gasas deomp ur mab hag ur verc’h.

Ma mab a zo bet badezet Glac’har,
Ma ma merc’h a reer ar Feiz anezhi...
Anzavet em eus ma fried, m’he c’har ;
Yaouank he c’havan, ha koant, hag hep par,
Hag hi zo feal atav ’vel ur c’hi :
Anzavet em eus ma fried. M’he c’har.

Baleiñ a reomp bremañ dre an Douar,
Ma m’ouez* diouzh ma brec’h, ma mab war ma skoazh*, [maouez, W skoé]
Ha war ma c’halon ma merc’h a bed Doue.
E meur a gornad ez omp bet hon pe’ar :
Eurioù kuñv hon eus, deizioù garv ivez...
Ha war ma c’halon ma merc’h a bed Doue.

O redek ar bed, o ! Meur a ’gile
’Neus stardet ma dorn du-se ha du-mañ ;
Siwazh ! Karantez mab-den, avel eo :
’N ur welet ma m’ouez ha ma bugale,
Aet ’int kuit an eil war-lerc’h egile,
Hag ez on chomet ma-unan bremañ.

Hag e vin ’vel-se ma-unan.
Fall-sellet d’an dud hag hetet gante.
Rak-se gant ma Doue un dra ’c’houlennan :
Mont buan da ziskuizh en E garantez.

Ya. Er bed e vin bepred ma-unan,
Rak ma fried paour zo ar BAOURENTEZ !

1912

While you’re reading a text that has been written in breton, don’t forget that breton literature is like any other: it has its own genius and tastes.

They may be very different from those of the (french, english...) literature that you have been imbued with at school. Should breton literature be held in poor esteem for that reason?

So, please remember how useless it might be to contrast a literature with another. Take the texts as they are, have a nice read and enjoy!

Any idea? Please do NOT hesitate to contact me, whatever it might be. Though I'm not wonderwoman (hmmm, and who knows after all?), you might be surprised anyway!
The texts above are all in the public domain under french law (70 years elapsed since the death of the author), but take notice that other laws may extend the term of protection.
Feel free to use the text for any purpose, but please mention this website! Of course, I would be grateful to those who report to me all errors or inaccuracies that might occur.
UP