En-dro d’un tantad
35 👁 0 ★
War gribenn ar menez, ar roc’h zo morgousket
En un oabl digoumoul e lugern ar stered,
Hag amañ, ’n ur gêrig, en-dro d’un tantad tan
Kouerien daoulinet ’veul an Aotroù Sant-Yann.
« Me ho salud, Mari », ’lavar ur vaouez kozh :
Holl gêriz a respont e sioulder ar peuznoz.
O klevit, va Jezuz, selaouit gant truez
Ar bedenn a ziwan eus a-greiz o ene,
Ha grit ma kendalc’hint e pep lec’h da sevel
O c’halon hag o brec’h war-zu ho tron neñvel !
Lod a glask an eurvad er skiant, en danvez :
Va c’henvroiz her c’hav en ur c’horn er menez,
E-touez tud o c’hêr, izelek ’velto paour,
Met laouen en o stad, daoust d’an diouer a aour
E bolontez Doue e lakont o fiziañs,
Didamall a bep droug ha glan o c’houstiañs.
O feiz hor Gourdadoù ! diouzhit perak tec’het ?
Ar re ’deus da viret ne vezont ket nec’het.
’Vito galv an Ankoù n’eo ket un eur a spont :
Bevañ a reont er peoc’h hag er peoc’h e varvont.

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.
Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?
Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !
Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.