Mignoniezh

104 👁 0 ★
Da Fañch-Mari Bothorel

Pelec’h ’mañ an amzer ma vevemp er Porzh-Kloz
Bugale a-gevret ’hed an deiz, ’hed an noz ?

Pelec’h ’mañ an amzer ma tiwallemp ar saout
E gwaremmoù Flagouz gant pep a groc’hen maout ?

Pa c’hoariemp el leur, pa’z aemp hon-daou d’ar skol,
Ha, da goulz an neizhioù, d’ar parkoù, ken diroll ?

Pelec’h ’mañ an amzer ma’z oa leun or c’halon
A ganaouennoù kaer, a zudi hag a son,

Ma redemp pell du-hont, da Vrenniliz, Boneur,
Sant-Herbod ha lec’h all, unanet ’vel daou vreur,

Ma tremenemp ’n hor bourc’h hor mizioù hañv ken vak,
Laouen ha dibreder ha diouzh pep nec’h distag ?

Ouzhimp-ni hor c’herent oa ken madelezus !...
Ha diskouez ’raemp atav e oamp trugarezus ?

Pelec’h ’mañ an amzer ma ne oa ’n hor buhez
Nemet joa da vevañ, hep anken, hep enkrez,

Ma pellae diouzhimp, evel ur vogedennn
Kement mennozh teñval a ziwane ’n hor penn ?

Met perak hirvoudiñ ?... Ha n’hon defe abeg
Da gerzhet dizere, dizaon, sart ha nerzhek ?

Ni a zle kenteliañ neb a zeu war hol lerc’h,
E gelenn, e sevel en ur stad kreñv ha gwerc’h ;

Kaout ’vit ar vignoned tremenet araozomp
Ar sell a garantez o deus bet evidomp.

Dalc’homp ’ta ’n hor c’hozhni, betek eur hor marv,
D’ar c’halonder a ra enor mibien hor Bro !

Mignon, bepred war-sav ! ’vel reier hor menez,
Digeflusk ha fiziek e bolontez Doue !...

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.

Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?

Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !

Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.
D’AN UHEL