Dindan ar gwez derv

16 👁 0 ★
Gwechall, en va bourc'hig, e oa war al leurgêr
Pemp dervenn gantvloaziek karget a skourroù kaer :
D'an hañv en o disheol, e weled merc'hed kozh ;
D'ar sul, c’hoari bouloù eus a lein betek noz.

Dindane d'ar pardon, da goulz a foarioù bras
Evel d'an euredoù ha da veur a c'houel c’hoazh,
Tud yaouank a gaved en o c'huzuligoù,
Skoulmet o biz bihan, hervez boaz hon tadoù.

N'oa ket neuze ar c'hiz mont d'an ostaliri
Da gemer bannac'hoù 'vit en em regaliñ ;
Dirak ar menezioù, e frankiz an dachenn,
Ur garantez parfet 'n em doued da viken.

Pa sone kloc'h nav eur en orolaj an tour,
Ur c'henavo tener, ur ger plijus ha flour
A zistone leal e don ar c'halonoù
Ha d'ar gêr e tec'hed leuniet a huñvreoù.

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.

Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?

Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !

Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.
D’AN UHEL