Diskar-amzer

15 👁 0 ★
An diskar-amzer a gouezhe
Trist ha kudennek er menez,
Ha goleiñ a rae war un dro
Koulz ar c’halonoù hag ar vro.

Dre gerzhet ’hed an hentoù-treuz,
Pa saven va fenn ’us d’ar c’hleuz,
E welen kouerien er parkoù :
N’anavezen ken o dremmoù.

Ha dirazon ’heje un neizh
Goullo e-mesk ar skourroù ’leiz :
Al laboused en-doa maget
Diouzhimp, ’meus aon, o doa pellaet !

An diskar-amzer a gouezhe
Trist ha kudennek er menez,
O son kañv, anken ha dilez
A laka pep tra en enkrez.

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.

Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?

Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !

Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.
D’AN UHEL