An erc’h
16 👁 0 ★
D’an Aotroù Monfort
Skleur ar mintin a luc’h war livenn-gein Are,
Goloet gant an erc’h kouezhet araok an deiz.
Den er-maez, er menez ; ar saout ’lezer er c’hraou.
Ar parkoù a chom mut, digeflusk an holl draoù.
An oabl gwer a hinon ; ne c’hwezh banne avel.
Er pellder ne glever ’met leñv ar gornigell.
Hiboud an dour er wazh ’ziskouez hepken buhez ;
War veg ar bodoù lann e kaver, O truez !
Al labous enkrezet o krenañ gant an naon.
Ar bed zo sebeliet ’vel pa vefe e kañv*. [kaon]
En tu-hont d’ar c’hoadoù ar brini a-vandenn
War o eskell pounner a weler o tremen,
O vont war-zu ar Yeun ’vit kavout da zebriñ
’N ur furchal en toulloù preñved ha loustoni.
Difonn war goad Mokun e sav un heol gorrek
A ra steredenniñ kribenn ar Roc’h Vechek.
Ar c’hloc’h bihan en tour en deus sonioù klemmus
A ziñs en ur vervel e mouezh an Añjeluz.

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.
Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?
Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !
Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.