Krampouezañ

174 👁 0 ★
D’an Aotrou Even, noter e Landreger.

’Us da vouded ha keuneud moan
’Tomm ar pilligoù war an tan.

An toaz a zo war al leur-zi,
’N ur vasin gouevr pe bodez-pri.

Ne labour ket ar rozell c’hoazh ;
An hanaf* a samm ar c’hravaz. [ar c’hanab ?]

E tu pe du eus an oaled
Lard ha larderezh ’vez gwelet.

En ur c’hornig war ur skabell
Emañ o c’hortoz ar spanell.

Met perak da se taol evezh ?
Sellomp ’ta ouzh an aozerez.

’Barzh an tommder n’eo ket iskis
E vefe e-korf he c’hiviz ;

Ne zougfe ’met he brozh dindan :
He micher ’zo ur stad a boan.

Ha, va zud paour, ar rumm nevez
Ne gar ket kaer aozañ krampouez ;

Aon ’deus da vezañ mogedet,
Peogwir her rankan lavaret.

Ha muioc’h-mui ’mesk an hern kozh
’Kaver pilligoù o repoz.

E gaou ez afemp d’en em glemm :
Dalc’homp drant ha lirzhin hon dremm.

***

Petra ’dalv termal hep termen ?
Gwell eo tañva ur grampouezenn.

Evel-se ’ra ar mevel bras,
Ha, war e lerc’h, kalz re all c’hoazh :

Ar bugel o tont eus ar skol,
Kement ’vez bemdez ouzh an daol ;

Marteze meur a amezeg ;
Enno ne gavin ket abeg,

Rak ’vidon ’lipen va mourouz
En deiz ’tomme ar pilligoù.

Mat ’veze dreist-holl ar c’hrampouez
Servijet e ti va mestrez.

’Trezomp hon-daou ’vezent rannet,
Er memes asied debret.

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.

Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?

Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !

Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.
D’AN UHEL