Er menez
90 👁 0 ★
D’an Aotroù Frañsez Vallée
Setu-me, va mignon, e-kreiz Menez Are,
E parrez Lannedern, kousket en ur gwele
War ar plouz hag ar peilh, ostiziad un den mat,
’Vel gwechall er Fouilhez pa oan e ti va zad.
War leur-vaen an oaled, e-kichenik an tan,
Ar c’hizhier o soroc’h, ’n ur dennañ o alan,
Tik-tak ar momeder o skeiñ en horolaj
A zegas din soñjou eus va bugaleaj.
Dirazon ’n em ziskouez neuze nozvezhioù kaer,
Pa lâremp, goude koan, a-gevret, ar bater,
Heuliet gant lennadur burzhudoù hon Sent kozh
’Veze kavet ’n ul levr a lezed deiz ha noz
War ur plankenn derv a-us d’ar siminal,
A rumm da rumm, hep mar, ’baoe an amzer gwechall.
E peurrest an nozvezh ’konted rimadelloù,
Ha kemmesket zoken gwerzioù ha kantikoù...
Mouezhioù hor gourdadoù, kanaouennoù nevez
’Rae tregerniñ neuze pep toenn e Kerne.

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.
Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?
Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !
Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.