E skol va farrez

444 👁 0 ★
A-boan me ’oa ken uhel ha botez un archer,
Ma’z oan kaset d’ar skol evit deskiñ galleg,
Rak eus ar yezh-se c’hoazh n’ouien ket ur seurt ger,
N’ouien evel va mamm, nemet ar brezhoneg.

M’ho pije va gwelet diskabell ha diarc’hen,
Oc’h en em gaout er skol, holl ho pije c’hoarzhet,
Va genoù, digor-bras, e pep lec’h e sellen,
Gant em fenn daoulagad ur bugelig dianket.

Renket ouzh ur voger, evel ar soudarded,
Tro-war-dro d’an ti-skol, me ’wele taolennoù
Warno livet e du pep seurt anevaled
Gant an aotroù skolaer anvet lizherennoù.

Met ne chomis ket pell ur c’hrouadurig gouez ;
Soñjezonoù nevez a zeuas buan em spered ;
An anevaled du, kentoc’h hag eizh devezh,
A oa deuet da vezañ va brasañ mignoned.

Ma vijen bet ken fur ha m’oan mat da zeskiñ,
N’em bije ket skubet an ti-skol d’ar pardaez,
Met evel m’oan dibenn, ha ma karen c’hoari,
Em eus skubet, siwazh ! leur an ti-skol alies.

Biskoazh n’em eus klemmet o chom e pinijenn
Da c’houde bezañ graet ur farserezh bennak,
Leñvet em eus avat o kaout ar simbolenn
Evit komz brezhoneg ; goulenn a rit perak ;

Ra zigoro Sant Per din dor ar baradoz,
M’em eus her gounezet dre gement a zaeroù ;
Met penaos pardoniñ d’an aotroù skloaer kozh
Da’m bezañ kastizet ’vit komz yezh hon tadoù ?

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.

Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?

Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !

Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.
D’AN UHEL