Madober ar menez
11 👁 0 ★
D’an Aotrou Ernault
Goude un endervez tremenet er menez,
E tistroit d’ar gêr, barret a levenez,
’N em zastumit ’n ho ti e sklêrder ar gouloù,
Hoc’h ene sioulaet, dieub diouzh hualoù.
Bez’ ho po marteze devezhioù ankeniet,
Glac’har, tristidigezh pe nebeut a yec’hed,
Ezhomm da bellaat diouzh pep seurt enkrezioù...
O, neuze, kemerit ravent ar menezioù !
’N o c’halon e kavoc’h gwell eget e lec’h all :
Dudi an daoulagad, paouez evit ho tal,
Ul louzoù d’ho poanioù, kreñvder e pep ezel,
Ha damant d’ho preudeur a c’houlenn ho skoazell.
Eno, war barr al lann, ’kreiz ar roz digenvez,
En ec’honder divent ’santit ho tistervez ;
Diskennet er blaenenn e varnit dic’harvoc’h
Ha gant un dremm habask ar re ’zo dindanoc’h.

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.
Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?
Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !
Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris(e).
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser le texte pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.