En noz

47 👁 0 ★
Ar reier zo kuzhet war gein menez Are,
Dindan ar c’houmoul tev, ledet war o gorre.
An noz varv a ren ; ne wel man al lagad,
Met en deñvalijenn ’klever lern o c’harmat.

Me ’n gav a-unvan gant dremmwel du ar roz :
Karout ’ran ’n em soñjal, amañ, ’barzh va farroz,
Azezet em oaled, e sioulder an nozvezh,
’C’hortozan ma sono ar c’hloc’h eur ar paouez.

Warc’hoazh beure, an noz gant an deiz bet trec’het,
Ha war an douaroù, splann an heol benniget,
E santin en va c’hreiz nerzh ur vuhez nevez :
Goude tristidigezh e par al levenez.

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.

Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?

Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !

Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.
D’AN UHEL