An avel

47 👁 0 ★
D’an Aotroù J. Philippe

Karout ’ran an avel pa c’hwezh dre ar gwez bras,
Pa lak war va zoenn da zañsal ar mein glas,
Pa storlok dor va zi ; pa gren gwer va frenestr
’Vel, e tremen ar Raz, gwern ha kerden ul lestr ;

Pa welan oc’h hejañ ar skourroù war ar c’hleuz,
An ed e-barzh ar park ’giz un aber e reuz ;
Pa sav, pa ziazez ar wagenn war al lenn ;
Pa bleg, el lanneier, ar brug hag ar raden ;

Pa vez ’us d’ar reier ar c’hoabr o c’haoliata
’Vel ur stroll marc’heien a-du d’en em gannañ ;
Bran, pik, kement a nij, douget e-barzh ar vann ;
Kerzhet ’ra va spered war o lerc’h en aer splann.

Dreist-holl e-pad an noz e plij din an avel
Pa ven ’korn an oaled o tommañ em skabell ;
O selaou he c’hlemmou, gourvezet em gwele :
’Karfen gwelet eürus neb a zo war vale.

’Vit ar vartoloded, evit an divroad,
A-wechoù dic’houdor, evit ar paour hep koad,
’C’houlennan gant Doue skoazell en o buhez ;
Evit va c’henvroiz e kresk va c’harantez.

Evel-se an avel a ro din da c’houzout
’Tlean d’ar pezh a vev gouestlañ va holl c’halloud :
N’ez eus gwir levenez pa c’houzañv mab an den
E korn pe gorn ar vro dienez pe anken.

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.

Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?

Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !

Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.
D’AN UHEL