I have published here below some great books of the breton literature. They have been written in breton. If you can speak it, feel free to read all. If not... learn it, it is a wonderful language! If you REALLY don't want to learn it, choose another language here below.
There are 298 available texts as of yet, which gives us full choice, and a chance to find out the text that would make us happy or change our life, who knows? ...Which brings us to the whole point: how could we reach the text that meet our tastes? There are many of them! Well, I think it's better off having many ways to go about it:
Merc’hed Landreger zo ken koant, ’Vel melezourioù en arc’hant. Hini ’velkent ’reas al lezenn Evel unan ’oa stoubennenn, Ul lagad lemm, un dornig fresk, Ur c’horfig mistr evel ar pesk. E ribl ar mor oa he zi plouz, ’Lec’h ’vije ’wechoù ur gwall drouz, Ha na den na loen koulskoude, Hag an nor digor en ti-se. Nemet gant un dar...
Ouzh taol ’oa c’hoazh tud an eured, Broudig an dall pa’z eo klevet, Gant e gi ar baleer-bro O pateriñ ouzh an treuzioù : Dall ha daonet ! An aluzon Az po, mar kanez deomp ur son. E sku’ll’n e zorn, gant pep hini ’Krog an diskan war leur an ti. Skuilh ha skuilh, ev da ruilh ; Chufere, n’evit re. Mat eo gwin ru...
Klevet hoc’h eus d’an diskar-amzer, E-kreiz an nozvezhioù teñval, Pa lamm ar mor bras dreist ar reier, Pa vez an avel o yudal, Klevet hoc’h eus, e traoñ d’ar menez, Ur jabadao ken kounnaret, Ma ro d’ar spered spont hag enkrez ? Tec’hit diouzh ar c’horriganed. Dorn-ouzh-dorn a-dreuz ar bodennoù, En ur zañsal, en ur ganañ, Ez eont da glask er gwenodennoù,...
An dour a gouezh, goustad, berad ha berad, a-hed ar raden gouez. Didrouz ha lizidour e virbilh an dour diouzh gorre ar bantenn ; abaoe kantvedoù e kouezh a-veradoù ingal, ingal, diouzh kalon ar garregenn. Noz ha deiz, a-hed ar raden leizh, berad ha berad, goustad. Hep trouz ebet e kouezh a-hed ar raden gouez, en un ...
En amzerioù kozh-gwechall Pep korn a Vreizh ’oa ur marvailh : ’Oa ket ur poull nag un hent don N’Dije o duz, o c’hornandon ; ’Oa ket ur c’horn en ur barroz Hep korred ha lutuned noz. En amzer nevez a renomp O c’hlask en aner a refomp : Bonapart gant e ganolioù ’Neus o skarzhet diwar ar vro. Ar c’horr, al lutun hag an duz Zo aet ’b’oe pell amze...
Da vestr ha da vartoloded an Aquilon, e koun a viz eost 1913, tremenet deomp a-gevret o redek ar mor. Mestr, troet hor beus ar mor a walarn da c’hevred, Pennet e biz hag e mervent, Ha, kaer redek, hon higennoù n’o deus skourret ...
Bonum est viro si portaverit jugum ab adolescentia sua. (Threni, III, 27.) Me zo ganet e-kreiz ar mor Teir lev er maez ; Un tiig gwenn du-hont em eus, Ar balan ’gresk e-tal an nor Hag al lann a c’hol’an avaez. Me zo ganet e-kreiz ar mor, E bro A...
Azezet e oa war lez an aven, O c’hortoz an hini a gare. Uhel e oa an heol pa zegouezhas er glenn. ...En-dro dezhañ e noze. En halegoù e bleuñv ar vilzig a oa tavet ; War-c’horre ar c’hegid gwenn an nadoz-aer a vorede, hag eñ a c’hortoze ar plac’h na zeue ket. E bevenn ar c’hornog e taskrene ruzoni, Skeud ar c’hegid gwenn a varve e-barzh an dour, La...
En amzer goloet gant an deñvalijenn, ’Barzh an amzer gozh-gozh, ’raok an amzer gristen, Ken kozh, ken eo kollet diouti an eñvor, Moarvat nebeut amzer goude dic’hlann ar mor ; Gouenn veur ar C’heltied, savet ’barzh an Azi, ’Ziskennas d’an Europ da glask douar ha ti. Ganet ’n ur vro e-lec’h e oa c’hoazh an doare Deus an tadoù kentañ, kelennet gant Doue, Noe hag A...
Bihan ’vel ur c’hwibuenn a-zindan ar c’hoabr glas, En draonienn, er menez, pe c’hoazh war ar mor bras, An den, petra ’c’hallfe talvezout war an douar ? Daoust hag ar soñjezon a nij eus e spered Ne c’hallfe ket pignat dreist an heol, ar stered, Betek ur sklêrijenn ha n’he deus ket he far ? Eus a vil vloaz da vil vloaz pa weler ar reier O chom hep uzañ tamm a-zindan ...
Da Fañch-Mari Bothorel
Pelec’h ’mañ an amzer ma vevemp er Porzh-Kloz
Bugale a-gevret ’hed an deiz, ’hed an noz ?
Pelec’h ’mañ an amzer ma tiwallemp ar saout
E gwaremmoù Flagouz gant pep a groc’hen maout ?
Pa c’hoariemp el leur, pa’z aemp hon-daou d’ar skol,
Ha, da goulz an neizhioù, d’ar parkoù, ken diroll ?
Pelec’h ’mañ an amzer ma’z oa leun or c’halon
A ganaouennoù kaer,...
War gribenn ar menez, ar roc’h zo morgousket
En un oabl digoumoul e lugern ar stered,
Hag amañ, ’n ur gêrig, en-dro d’un tantad tan
Kouerien daoulinet ’veul an Aotroù Sant-Yann.
« Me ho salud, Mari », ’lavar ur vaouez kozh :
Holl gêriz a respont e sioulder ar peuznoz.
O klevit, va Jezuz, selaouit gant truez
Ar bedenn a ziwan eus a-greiz o ene,
Ha grit ma kendalc’hint e pep lec’h da sevel...
Gwechall, en va bourc'hig, e oa war al leurgêr
Pemp dervenn gantvloaziek karget a skourroù kaer :
D'an hañv en o disheol, e weled merc'hed kozh ;
D'ar sul, c’hoari bouloù eus a lein betek noz.
Dindane d'ar pardon, da goulz a foarioù bras
Evel d'an euredoù ha da veur a c'houel c’hoazh,
Tud yaouank a gaved en o c'huzuligoù,
Skoulmet o biz bihan, hervez boaz hon tadoù.
N'oa ket neuze ar c...
Er menez, ar c’hentañ bragez,
E pep parrez,
A vez graet d’ar bugel bihan
’Tro gouel sant Yann.
Neuze ’kaver ebat en ti
Gant pep hini.
Gwisket a-nevez ar paotrig,
E c’hoarezig
En e zorn buan a grogo
Hag e gaso
Da wel’t an holl amezeien,
Ha gwen...
D’an Aotroù Monfort
Skleur ar mintin a luc’h war livenn-gein Are,
Goloet gant an erc’h kouezhet araok an deiz.
Den er-maez, er menez ; ar saout ’lezer er c’hraou.
Ar parkoù a chom mut, digeflusk an holl draoù.
An oabl gwer a hinon ; ne c’hwezh banne avel.
Er pellder ne glever ’met leñv ar gornigell.
Hiboud an dour er wazh ’ziskouez hepken buhez ;
War veg ar bodoù lann e kaver, O...
D’an Aotroù J. Philippe
Karout ’ran an avel pa c’hwezh dre ar gwez bras,
Pa lak war va zoenn da zañsal ar mein glas,
Pa storlok dor va zi ; pa gren gwer va frenestr
’Vel, e tremen ar Raz, gwern ha kerden ul lestr ;
Pa welan oc’h hejañ ar skourroù war ar c’hleuz,
An ed e-barzh ar park ’giz un aber e reuz ;
Pa sav, pa ziazez ar wagenn war al lenn ;
Pa bleg, el lanneier, ar brug ...
Pa weler ar c’houmoul war duchenn Sant-Mikael
O redek hep ehan, douget gant an avel,
Hag oc’h en em ledañ a-us da Yeun-Elez
Evit gounit buan Boneur hag ar Fouilhez,
Sur ar glav a gouezho, ur glav lous ha foetet...
N’oufen netra tristoc’h em c’horn-douar karet !
Gleb teil e teu an dud dimeus ar parkeier
Ha prim ar vugale ’zastum ar saouteier.
Dour a ruilh er porzhioù. Ar yer en em vodet
...
D’an Aotroù Pennkêr
Ar spern a-hed an hent ’lede o skourroù gwenn,
Ar parkoù ’oa bleuniet dirazon hep termen ;
Er pellder e kleved o tihun ar maezioù,
An deiz o klask sevel ’oa leun a huñvreoù.
Eürus e tremenen war garrbont ur stêrig.
Penn ha dremm distanet gand c’hwezh an aezhennig ;
Nepred n’em eus merzhet kement ’hed va buhez
Kaerded ur mintinvezh ’pad an amzer-nevez.
Bi...
Gwel’t e vezan da c’houloù deiz
O kuitaat didrouzik va neizh
Evit mont da vordig an hent
Da derriñ kailhastr a bep ment.
Ne ra nikun van da’m morzhol.
Ne ra mouezhig heklev d’e daol,
Hiboud va c’hunujenn hepken
Ouzh va harpañ em flanedenn.
Dirazon ma chom un’ bennak,
Eo ur bugel pe un den vak ;
Ha pet hini pa dremenont
’Stlap ouzhin selloù divergont !
Rak va micher, piv n’her goa...
D’an Aotroù F. N. Bléas
Da c’houloù deiz, bep beure,
Ez an e donder Are
Dre ur c’harrhent moan ha treuz,
Toullet e-barzh va mengleuz.
Kentoc’h ’vidon e vez c’hoazh
War ribl ar poulloù damc’hlas,
Ar gannerez hegarat
O prederiañ he neizhad.
Hemañ, er bloaz tremenet,
’N em gave ’n ur bern atred :
Difenn ’raen e re vihan
Ouzh pep nec’hamant ha poan.
Tristik ar vamm da gen...
E kornig ar vered, eus al lec’h ma weler Ar mor oc’h eonennañ tro-war-dro d’ar reier, El lec’h ma par an heol, adalek ar beure, War zouar ar re varv, Da c’hedal ar mare Ma savint, en un taol, eus a varv da vev, E skeud ar bokedoù goloet holl a c’hwenan...
29 Eost 7 Gwengolo Hent Koad Sant-Mard da Drosly-Breuil a zo kar da hent Tipperary : hir eo. Ha kavet hon eus eñ hiroc’h c’hoazh ’vit n’en deo e gwirionez, rak a-dal un eur betek pemp, glav he deus taolet a-boullad. Gleb ’omp ’vel pesked-mor pa zegouezhomp er gerig vihan kousket c’hoazh. Ne vern. Da ziskuizh e teuomp, hag emañ gwiv kalon an holl. Ur gambrig a zo bet go...
Noz eo. Sioul an deñvalijenn. A vare da vare, c’hwitelladenn ur marc’h-du, er pellder. Va c’heneiled a gousk, dianken. Ar c’housked a bella ouzh va orilher, Perak ne gouskan ket, ’vel ma ra ar re all ?... Petra a vir ouzhin ?... N’ouzon ket. Va daoulagad a sell dirazo, difiñv, Hag a glask war ar voger skeudennoù an amzer gwechall. Gwasket eo ...
Reter, Reter ! Du-hont bemdez e sav an heol. Du-hont ivez, en amzer gent, en deus mennet Genel an Heol doueel, Gouloù ar broioù holl. Met an Heol-mañ warnout n’en deus ket c’hoazh splannet : E pe gornad da zouar n’azeuler ket an Diaoul, O Reter paour ar baganed ? Me ’wel o tremeniñ warnout ar prantadoù... Hag hep na sav hini da vont war e roudoù,...
Ar mor a lamm dreist ar reier Ar c’hoabr zo leun a luc’hed, Kezeg, er-maez eus ho kreier, Kemeromp hor c’hrog, paotred. An noz a zo yen ha teñval, Kazarc’h zo gant ar barroù, Met an avel a c’hall yudal Pa vez bezhin a-vernioù. Ar bezhin a zo da gentañ Teil karet gant ar Arvoriz, Rak hep bezhin n’ez eus netra, Na patatez, na gwinizh....
Ar botaouer-koad ’neus graet e lojenn Ewar peulioù derv gant brug ha balan, E-kreiz ar c’hoad don, e-lec’h na glever ’Met kan an evned hag hiboud ar stêr. Ar botaouer-koad, ab’oe m’eo ganet, Bolz an neñv hepken ha fav ’neus gwelet ; E dadoù, ’raok d’añ, ’oa botaouerien : Botoioù, ’veltañ, a ray e vibien. Ar botaouer-koad zo ur gwaz touet, Ar ...
Annaig, em buhez em eus gouelet puilh da varv, Koulskoude, pa soñjan, perak e vijes bev ? Ar bed-mañ n’eo nemet un draonienn a c’hlac’har ; Te ’oa ken yaouankik o tilezel an douar, Ma n’ech eus ket gallet anaout ar rann-galon En deus kement, siwazh ! merzheriet da vignon. Pa soñjan muioc’h c’hoazh, me ’drugareka Doue Da vezañ roet abred baradoz da’z ene, Rak, dre m...
Gwechall-gozh ’veve, n’ou’n ket p’lec’h, (Seurt ankoua a zo direbech) Ur sant ken kuñv, ken hegarat, Ken karantezus ha ken mat, Ma ziskampe an aeligoù ’Vel dre laerezh deus an neñvoù ’Vit ar blijadur da spial Un den ouzh Doue ken heñvel. Erru koulz deiz kentañ ar bloaz, Da reiñ d’o mignon kouignaoua, An aeledigoù ’n em glevjont. D...
Ha dont a ray un all ivez war ma menez ? Evañ ’ray er vammenn ’lec’h e pleg ma muzell ? Ha tremen a raio ’lec’h ’on bet tremenet ? Brizeug Ur barzh : Petra zo ’n ez komzoù ? Lavar, spi pe arvar ? Petra ’oa diragout, ar joa pe ar glac’har ? Perak kaout aon e vijez ankoueet ? N’ec’h eus ket entanet k...
D’an Aotrou Even, noter e Landreger.
’Us da vouded ha keuneud moan
’Tomm ar pilligoù war an tan.
An toaz a zo war al leur-zi,
’N ur vasin gouevr pe bodez-pri.
Ne labour ket ar rozell c’hoazh ;
An hanafa samm ar c’hravaz.
E tu pe du eus an oaled
Lard ha larderezh ’vez gwelet.
En ur c’hornig war ur skabell
Emañ o c’hortoz ar spanell.
Met perak da se ...
You can also find here below some selected texts that have been tagged according to their main topic, such as love, nature, history and so on. Okay, I must confess that this selection is of my own, so that it may be considered as my choice...
You can even find your favorite author here below. If you don't know which of them is your favorite author, click here and there: you will certainly meet him at last. If he (or she) is still not there, just wait: new arrivals are continuously welcomed!
With more classical touch, I have listed all available books here below. You will find them ordered by number of likes, and some basic informations (author, country, date, gender) are also given. It may be useful if you want to read a whole book.
Any idea? Please do NOT hesitate to contact me, whatever it might be. Though I'm not wonderwoman (hmmm, and who knows after all?), you might be surprised anyway!
The texts above are all in the public domain under french law (70 years elapsed since the death of the author), but take notice that other laws may extend the term of protection.
Feel free to use the text for any purpose, but please mention this website! Of course, I would be grateful to those who report to me all errors or inaccuracies that might occur.