Paolig

553 👁 0 ★
Tri bloaz en deus Paolig, abaoe miz genver,
Ouzh an daol ez azez bremañ, koulz hag ur gwaz,
Met ’vit tizhout ar pod, e vrec’h a zo re verr,
E vamm a vesk eta yod en e skudellad laezh.

N’eo ket figus nemeur ar Paolig, mab da Ber,
Leun al loa veuz ar yod, eus ar skudell er-maez,
A zo stlapet gantañ, a-dreuz hag a-benn-herr ;
Met en e gornailhenn ne rinkl ket holl, siwazh !

Hag ar pezh ne ya ket, avat, en e c’henoù,
Zo stag ouzh e zivjod hag ouzh e vuzelloù,
War e vruched ivez e kouezh ul lodenn vras.

Koulskoude, den en ti n’e c’hourdrouzo biken
D’e welet gant ar yod hag al laezh digempenn,
Rak ar c’hlanded a verv en e zaoulagad glas !

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.

Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?

Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !

Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.
D’AN UHEL