Diwar-benn ur c’hi

525 👁 0 ★
Harzh ’ta, ki mat, ouzh al laeron
Hag ar c’hanfarded difeson
Nemet warnon-me ur wech all.
Rak n’on na kanfard na laer fall.

War gap e revr e toull an nor
Ur penn euzhus, e c’heol digor,
Eus treuzioù an nor ne fiñve
Na da harzhal ne baoueze ;

Hag eñ ’harzhe ’vel gant ar broc’h,
Hag e vouezh skiltrus ’vel ur c’hloc’h :
Hep aon, me ’lâr deoc’h, tudoù kaezh,
N’ho pije tremenet ’n e rez.

Ken un devezh ’sonjis ganin
’Oa ’vit lammout gant ma ilin :
N’on ket spontegik, me Breizhad,
Met an deiz-se ’yenas ma gwad ;

Gant ur sant bennak n’ouzon ket
E skoazell pe ’meus goulennet,
Ma ael mat ’zeuas marteze,
Met un itron gaer ’welis-me.

Hag al loen, un tamm mat a gi,
Ma ’pefe gwelet dre an ti
Kein al loen-se ’n em zisplegañ
’Vel ’glevas he brozh o rezañ ;

Skoulmet e lost evel un naer,
Hag astennet e gorf pounner :
Gwechall pa dapen ul lazh mat
Evel-se ’kerzhen ’tu ma zad ;

Glac’haret mui ’vit ur bugel
Goude ober fall hag a ouel,
’Oa ledet ouzh treid an itron,
Ken e strake ma holl galon.

An itron a rae d’ar c’hi bras
Allazig gant he dornig noazh :
Ma’z an da gi ’vit m’ fec’hedoù
D’an ti-mañ Doue ra’m c’haso.

Padog, emezi, d’al laeron
Ha d’ar c’hanfarded difeson,
Nemet d’hemañ, harzh ur wech all.
N’eus doare kanfard na laer fall.

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.

Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?

Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !

Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.
D’AN UHEL