Pardon Sant Treveur I

313 👁 0 ★
Ran-tan-plan, ran-tan-plan - Tud vat,
Adalek ar Roc’h betek Prad,

Eus a-berzh an aotrounez veur,
Disul ’mañ pardon Sant-Treveur ;

C’hoari e pep doare ’vo graet,
Nemet gourenoù ne vo ket,

Er bloaz-mañ ne vo gourenoù,
Se ’lak lazhadeg ’barzh ar vro. -

Evel-se an tabouliner
’Embanne e Roc’h d’ar gwener ;

Hag o vousc’hoarzhin er marc’had,
Ar maeziad a rae serr-lagad.

Ar sul war-lerc’h heol splann ’velkent
Ha tud hag heol e-leizh an hent ;

Dre ar pradoù war ar c’hlazenn
Merc’hed, paotred hag archerien ;

Ha ’c’hoarias dre ar pradoù,
M’hel lavar, nemet gourenoù ;

Ha d’ar jabadao gant ar foultr
’Teuent en-dro evel ar poultr :

Ken ’oa mezv al lammerien,
Ar binioù pe e berc’henn.

Eus a Sant-Treveur daou-ha-daou
’Tistroent gant bleunioù ar gaou :

Bleunioù hañv ouzh o zavañjer
Hag en o c’halon ar gevier ;

Berroc’h ’vit ar bleunioù, paotred,
Pado karantez ar merc’hed.

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.

Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?

Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !

Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.
D’AN UHEL