Diougan

330 👁 0 ★
Ur wech damdostik d’ur maner
’Oa o tremen ur baleer ;

Ar baleer ’oa o tremen,
E zivc’har outañ ’skoulmjont krenn

O klevet trompilhoù o son
Er maner ’drek ul liorzh don.

Ur gouel bennak a zo amañ,
Ankouaet ar gloued da brennañ,

Ar gloued dibrennet war he hed
Evel d’unan c’hoazh gortozet.

Ar pirc’hirin da vont eno,
An abardaez deut en hentoù :

Brizh-deiz ha glas ar wenodenn,
Hag un itron e du a-benn,

Hag er penn all an nozvezh vat,
Trompilhoù lirzhin o tostaat ;

Klevet an abadenn a reer,
Dre ’r prenestroù den ne weler.

Bepred ’ae an itron a-raok
Betek an nor ’lec’h ’talc’has krog ;

Hag ur c’hloc’hig ’sonas neuze
Evel ’rae evit pep mare :

Kerkent echu an ebatoù,
Nemet en neñv ne oe gouloù ;

Hag ar c’hloc’h nav gwech ’vorzholas
’Vel evit ur plac’hig, siwazh !

’Vel evit ur plac’h o tremen.
An itron e du n’welas ken.

Met ab’oe evel diagent
’Mañ ar perc’hirin war an hent.

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.

Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?

Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !

Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.
D’AN UHEL