Ar beorien I

353 👁 0 ★
O tont eus a Sant-Erwan
Kent distreiñ da Vezou-Bran,
  O tont eus ar pardon,

’Oa ur paour kozh ’vel tosoù
Azezet war e votoù
  E korn ur park melchon ;

Ha gant ar paourkaezh dall-se,
Ur plac’h he dorn ’astenne,
  Ur plac’hig unnek bloaz :

- Ma n’eo hoc’h ene re yen,
tud vat, ’rafet aluzen
  D’ar re n’o deus netra,
  
D’ar re n’o deus er bed-mañ
Na bara na ti bremañ,
  Na gwele ’pad an noz,

Da verc’h ar besketaerien
’Lonkas ur c’homm e Porzh-Gwenn,
  D’ar verc’h ha d’he zad-kozh. -

’Vel ur c’hloc’h mouezh ar plac’hig,
Ar gened war he jodig,
  An naon en he c’halon.

’R bloaz war-lerc’h e Sant-Erwan,
Ar paour dall ’oa e-unan
  E korn ar park melchon.

- Ho merc’h vihan, ma den kaezh,
Evit bezañ leanez,
  D’ar skol hoc’h eus kaset. -

Leanez e ti Doue,
Ar sentezed, an aelez,
  Hi zo bet kemeret.

Doue ne laosk da vervel
An evnigoù hep skoazell,
  D’e vreur, ’ra ar c’hristen.

Perak an Ankoù krignet
Ar bod glas en deus troc’het,
  Derv sec’h ’n e gichen ? -

Ha gouelañ ’rae an den kaezh.
Evit ar re yaouank-rez
  Eus ’r galon an daeroù,

Ha gouelañ neuze zo mat ;
Met daeroù ’r re gozh zo gwad
  War ar re e denno.

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.

Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?

Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !

Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.
D’AN UHEL