Eil marv Renan I

321 👁 0 ★
Setu me distroet da gĂȘrig Landreger :
’Vel ur bugel kollet ’on degaset d’ar gĂȘr.
Allaz ! petra ’lñro ma breudeur dre ar gwad,
Pa’z on bet evite ken pell un divroad.

DorojoĂč an iliz a zo ouzhin klozet
Ha ma breudeur, siwazh ! diragon zo nec’het.
Amañ, ’n em yaouankiz, bugel mat e vevis,
Doujus d’ar feiz kristen ha doujus da bep giz.

Adalek ’n em gavis e-touez ar C’hallaoued,
Ur c’hleñved didrugar a grogas ’n em spered ;
An evaj din roet a reas din koll ma hent,
Ha karantez Doue ’gollis ivez kerkent.

Al lorc’h hag ar fouge ’luc’has ’n em daoulagad ;
Ar c’hoantizoĂč uhel a strafuilhas ma gwad.
’Vit bezañ an’vezet dre ar bed holl fonnus,
Me ’reas neuze brezel da zouelezh Jezuz.

Hep trugarez d’ar paour, ’mañ e spi er bed all,
War ar gredenn gristen me ’skoas ’vel un dall.
Nag hini em c’hlevout, gantañ kollet e feiz,
’Vel ul loen ankoueet, ’zo marvet ’n e lojeiz !

Bremañ pa’z on marv, bremañ ’welan sklĂȘroc’h ;
Evidon na zo ken na brud, madoĂč na lorc’h.
Ma labour, ’vel an eost, a zo bremañ gwentet,
An ed hag an dreog zo hirie dibabet.

Met n’eo ket bet kaset al louzoĂč fall d’ar mor :
Gant ma c’hozh vignoned ’int hadet gant enor.
Kaerat eost a savo deus ar greun milliget !
Kaerat fulor dre-holl ! kaerat leoĂč touet !

Nag a labour ’meus graet evit degas an droug !
Ar bec’h a gement-se ’ra din plegañ ma chouk.
D’an droug, hepken, Renan en deus dleet e vrud :
Gant an drouk-speredoĂč eo savet war e glud.

Ha dleout ’ran bremañ pe ouelañ pe c’hoarzhin ?
Evit darn ’on den fur, ’vit darn all furlukin.
Klevet ’ran mallozhioĂč, en-dro din, o sevel,
Hag abalamour din, ma bro zo e brezel.

Ha setu me pignet dirak an iliz-veur,
Gant meur a zivroad ha nebeut a genvreur.
Sant Erwan zo aze enoret ’mesk ar Sent,
Ha me ’chomo bepred hep enor ’kreiz an hent.

Diouzhin tud ma bro ne ouzont un doare,
Kaer e kreden bezañ brasoc’h eget Doue.
Dirak holl sent kozh Breizh, war o daoulinoĂč noazh,
An dud a bed hirie ’vel e pedfont warc’hoazh.

Met diragon, biken, ne zaoulino un den,
Bez e vo evidon ur mousc’hoarzh o tremen.
Gant ma daoulagad bras ha ma jodennoĂč tev,
Kement e vin kaset e marv ’vel e bev.

Jezuz, douger ar groaz, trec’hour d’an holl amzer,
En despet da’m spered, te ’ren war an aoter.
Me marv, den maget, me ’ziskenn d’an douar,
Ha te, Jezuz, divag ha treut, te ’sav d’ar c’hloar.

Kredet em boa ’c’halljen didroniñ ac’hanout,
Digant Doue an Tad lemel e holl c’halloud,
Mougañ an holl draoĂč sakr dindan an holl zispriz ;
N’on arruet neblec’h ’met ouzh dor an iliz.

Ac’hann ’oan dilezet, amañ ’on distroet ;
Ma-unan ’oan aet kuit, hirie ’on digaset.
Ha bremañ pa glevi bemdez taolioĂč ar c’hloc’h,
Renan kozh, te ’greno, rak marv eo da lorc’h.

While you’re reading a text that has been written in breton, don’t forget that breton literature is like any other: it has its own genius and tastes.

They may be very different from those of the (french, english...) literature that you have been imbued with at school. Should breton literature be held in poor esteem for that reason?

So, please remember how useless it might be to contrast a literature with another. Take the texts as they are, have a nice read and enjoy!

Any idea? Please do NOT hesitate to contact me, whatever it might be. Though I'm not wonderwoman (hmmm, and who knows after all?), you might be surprised anyway!
The texts above are all in the public domain under french law (70 years elapsed since the death of the author), but take notice that other laws may extend the term of protection.
Feel free to use the text for any purpose, but please mention this website! Of course, I would be grateful to those who report to me all errors or inaccuracies that might occur.
UP