Dihun Breizh

327 šŸ‘ 0 ā˜…
Piv eta ne welas, war lein ar menezioù,
Arzhur, ar Roue meur hag e dud a vrezel ?
Arzhur n’eo ket marv. Lemmomp hon c’hontellioù,
Da droc’haƱ ’n hualoù ’zo e treid Breizh-Izel…
Barzhed, dornatit ’ta kerdenn an Delenn dir,
Sonerien, c’hwezhit ’ta en ho sac’h-binioù :
Breizh a zo disparlet, dihunet eo ’vit gwir.
- Arzhur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoazh marv.

Ab’oe pemzek kant vloaz, hon eus gwelet-ni holl,
’Mesk ar c’hoabrennoù gwenn a nij e tarzh an deiz,
Pe ’mesk ar c’houmoul ruz a lugern d’ar c’huzh-heol,
Brezelourien spontus hag Arzhur en o c’hreiz.
O c’hlezeier pounner ’hejent a-us d’o fenn :
Reuz d’an enebourien ! Ar c’hlezeier ’falc’ho
An izili evel an ed war an dachenn :
- Arzhur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoazh marv.

Gallet ’c’heus hon flegaƱ, enebourien trubard,
’Pad ur pennad amzer reiƱ lezennoù deomp-ni ;
Met prestik ’arruo ar devezh kaer ha sart
E-lec’h e vo ret deoc’h diouzh ar vro dilec’hiƱ.
Ha ne glevit-hu ket an douar o fiƱval !
E bered pep parrez, eus pep bez ’sav klemmoù :
- Ā« Pounner eo an douar moustret gant an dud fall… Ā»
- Arzhur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoazh marv.

E Breizh e vez kavet tudoù nec’het o vont,
Pa zeu an abardaez, ne oar den da belec’h ;
Ha ruzaƱ a reont, kentoc’h ’vit ne gerzhont,
Etre an hentoù treuz en un hejaƱ o brec’h…
Kasit armoù-brezel war vez an anaon :
Filc’hier lemm, bouc’halioù, krenn-vizhier ha goafioù :
Marv ha bev ’z efomp, pa vo ’n drompilh o son :
- Arzhur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoazh marv.

Oh ! kanit ’ta, Barzhed, reudit ar c’herdenn dir,
Ma vezo skiltrusoc’h Telenn an Emgannoù.
Tud ouiziek lakait an tan-gwall e pep gĆŖr ;
Paotred Kernev, c’hwezhit, gouezek, ’n ho pinioù.
C’hwi holl, paotred a verv, en ho kalon, ar gwad,
Dindan ar vac’herien a c’hoarzh ouzh ho poanioù,
Savit ho mouezh d’an nec’h, en Arvor, en Argoad :
- Arzhur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoazh marv.

Kanomp holl, war un dro : « Breizh eo ar vravañ bro.
Mui eget ar Breizhad, den na zo kalonek :
Muioc’h leal na zo, zo bet, nag a vezo ;
Ar wirionez ’zifenn ’n e-unan enep dek.
Re bell an Ermaeziad ’neus c’hoariet gantaƱ.
E-kreiz e nerzh, prestik al leon a savo.
Trubarded digalon, souden ’c’hallfot krenaƱ ;
- Arzhur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoazh marv.

Ur vro evel houmaƱ, mervel biken ne c’hall !
Tud evel ar re-maƱ ’eil-c’han ’n o bugale !
Meur ’wech hon eus skuilhet hon gwad evit Bro-C’hall,
Gouezomp ’ta e skuilhaƱ evit hon bro ivez.
Hon sent hon difenno pa’z omp dimeus o gwad,
Ken pell ma vo lagad Doue war hon farkoù.
Er Bed, evel en NeƱv, Breizh-Izel a zle pad :
- Arzhur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoazh marv.

While you’re reading a text that has been written in breton, don’t forget that breton literature is like any other: it has its own genius and tastes.

They may be very different from those of the (french, english...) literature that you have been imbued with at school. Should breton literature be held in poor esteem for that reason?

So, please remember how useless it might be to contrast a literature with another. Take the texts as they are, have a nice read and enjoy!

Any idea? Please do NOT hesitate to contact me, whatever it might be. Though I'm not wonderwoman (hmmm, and who knows after all?), you might be surprised anyway!
The texts above are all in the public domain under french law (70 years elapsed since the death of the author), but take notice that other laws may extend the term of protection.
Feel free to use the text for any purpose, but please mention this website! Of course, I would be grateful to those who report to me all errors or inaccuracies that might occur.
UP