Heol
511 👁 0 ★
Heol
Heolioù
war an houlioù
a goroll
Afoù skedus ar mintin
d'an aod ha d'ar wagenn
Ur c'hoant a drid er sklêrijenn,
sklentin,
hag a varv dre ma tec'h e kanenn ar wagenn
Hag ouzh hec'h askre noazh gant an heol kenedet evel an ed azv,
ouzh he muzelloù o c'hervel afoù harluet,
ouzh kevrin he daoulagad du lufrus e-giz ar glizh
doueez dianav, gweledigezh ar Gened,
tarzhet e bro ar sklêrijenn
e taskrenas ene va yaouankiz
Ha gant he zreid difiñv e keje flourik al lanv.
****
E sioulded an iliz dindan afoù ruz gwad an heol
silet a-dreuz sae limestra ar C'hrist ar goursav direol
Azeulidigezh ar glin kinnig an dorn - an daou zorn o kinnig o c'hren
Karantez ar vuzell - an div vuzell distardet o c'hervel
afoù dianav d'an den
Heol hag orged doueel
e lufr he daou heol du.
****
Sellet em eus ouzh an aod. Azezañ 'ris hep bezañ ouzh he gortoz
Klasket em eus e kanenn al lanv ur c'han heñvel ouzh he c'han
hag en aezhenn an iliz frond hec'h alan
hec'h ene e frond an iliz he skeudenn e-touez gwerc'herezed ar gwerioù
Biskoazh ne gavis skeudenn ouzh skeudenn va huñvreoù
Klask a ris neuze kanañ ar c'han,
klevet e bro an heol ha bezañ diveno
Hogen va c'halon a oa tregernek e-giz an
noz
Brest, 1 Du 1927

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.
Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?
Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !
Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.