Pa ne vefomp ken

340 👁 1 ★
kinniget d’ar varzhed, va c’henvreudeur

’Benn ur pennadig amzer e tiskennimp, barzhed,
’Lec’h ne vo ken na kanet, na gouelet, na c’hoarzhet :
Taolet hon bec’h a-gostez, levenez pe anken,
Ni ’vo aet da ziskuizhañ, ne vimp ket amañ ken.

Laboused a richano bravoc’h evit biskoazh,[1]
Kleier a vadeziantoù seder a sono c’hoazh ;
Glizh war vleuñv a ziverro takennig ha takenn,
Ni, barzhed, en hon gwele ne glevimp netra ken.

’Us d’hon fenn ar vugale ’c’hoario dibreder,
Tud yaouank a dremeno karantek ha tener,[2]
En hon bez tud glac’haret a c’hoantao diskenn ;
’N hon c’halon-ni, kenvreudeur, netra ne fiñvo ken.

E pep gouel, e pep pardon ’vo kendalc’het atav
Sonadeg ha kaniri, koroll ha jabadao,
Marteze deus hon gwerzioù ’vo kanet c’hoazh zoken ;
Den n’en do soñj ouzhomp-ni, ne vimp ket eno ken.

Met, ma tegouezhfe, siwazh ! da Vreizh bezañ mouget,
Troet e Gall hon mibien hag hon lorc’h e moged,
Kouezhet hon yezh, hon broad en ankoua da viken,
Ni n’hor bo ken da ouelañ… ne vimp ket eno ken.[3]


[1]Ds :
Laboused a richano kaeroc’h evit biskoazh ;
Kleier ar vad’iantoù en oabl a gano c’hoazh,

[2]Ds Tud yaouank a dremeno karantek ha seder,

[3]Ds Ni ’rankfomp ket da ouelañ… ’vefomp ket aze ken.


Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.

Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?

Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !

Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.
D’AN UHEL