An distro

476 👁 0 ★
Distroet ’on da di ma zad,
    La la o la di ra
Distroet ’on da di ma zad,
DaeroĂč kement ’n hon daoulagad
    â€™N deiz m’oan ouzh o c’huitaat ;

’Lec’h zo bet anken ha daeroĂč,
    La la o la di ra
’Lec’h zo bet anken ha daeroĂč,
E ti ma zad, deiz ma distro
    Den n’ouie ma anv.

Goude ’welis ma mignoned,
    La la o la di ra
Goude ’welis ma mignoned :
A-raok tregont vloaz tremenet
    Blev gwenn ha barv louedet ;

Hag i, paotred ’oe sonn o fenn,
    La la o la di ra
Hag i, paotred ’oe sonn o fenn,
Nikun na’m sellas ’vit astenn
    E zorn ’vel diagent.

Hag e-lec’h emaint ’hon gortoz,
    La la o la di ra
Hag e-lec’h emaint ’hon gortoz,
’N o gwele pri hon zadoĂč kozh
    Sioul ha deiz ha noz,

E bered ma bro ’ta bet ’on,
    La la o la di ra
E bered ma bro ’ta bet ’on ;
Eno ’tre ma holl anaon
    â€™Soñjen, siwazh ! d’unan*, [T unon]

Ur plac’hig koant pa ’oe ’n he bleuñv,
    La la o la di ra
Ur plac’hig koant pa ’oe ’n he bleuñv ;
Biskoazh n’eo bet ma c’halon leun,
    â€™B’oe outi m’on e kañv* : [T keun]

Re gaer ’vit chom pell er bed-mañ,
    La la o la di ra
Re gaer ’vit chom pell er bed-mañ,
Hag aet gant Doue, ’vel bleuñv-hañv
    â€™Raok serr-noz o plegañ ;

Kaer em eus bet klask en dachenn,
    La la o la di ra
Kaer em eus bet klask en dachenn,
Na kroaz, na bez, na gwenodenn,
    Netra ken na gaven,

Nemet ur wezenn, en he beg,
    La la o la di ra
Nemet ur wezenn, en he beg
Un evnig savet deus e bleg
    Gant trouz ma zreid flik-flek ;

Hag al labous ouzh ma gervel,
    La la o la di ra
Hag al labous ouzh ma gervel,
Ik-ik ’lñre, ’vel ar bugel
    D’e vamm en e gavell :

Rak an nebeudig* a garer, [nebeudig amzer]
    La la o la di ra
An nebeudig en em garer,
Da vugale c’hoazh e teuer,
    EvnigoĂč dibreder.

Ha ma fedenn p’am eus lñret,
    La la o la di ra
Ha ma fedenn p’am eus lñret,
He diveskell en deus straket
    Ha d’an neñv tarnijet.

Ma ene paour ’z ay da evnig,
    La la o la di ra
Ma ene paour ’z ay da evnig,
Ha war ar brank gant ar plac’hig,
    â€™Lec’h e kanfomp ik-ik.

While you’re reading a text that has been written in breton, don’t forget that breton literature is like any other: it has its own genius and tastes.

They may be very different from those of the (french, english...) literature that you have been imbued with at school. Should breton literature be held in poor esteem for that reason?

So, please remember how useless it might be to contrast a literature with another. Take the texts as they are, have a nice read and enjoy!

Any idea? Please do NOT hesitate to contact me, whatever it might be. Though I'm not wonderwoman (hmmm, and who knows after all?), you might be surprised anyway!
The texts above are all in the public domain under french law (70 years elapsed since the death of the author), but take notice that other laws may extend the term of protection.
Feel free to use the text for any purpose, but please mention this website! Of course, I would be grateful to those who report to me all errors or inaccuracies that might occur.
UP