Huñvre
563 👁 0 ★
A-walc’h tridañ, ma c’halonig !
Tav, paourig kaezh, kousk ha tav mik…
****
Keloù ’meus bet deus ma c’hoantiz,
’Zo aet un devezh gant he giz,
Ha war ma lerc’h deut d’ar Gêr-Vras
Ouzh ma c’hlask pe da’m gwelet c’hoazh.
Tost d’an iliz, ’vit he gortoz
’Oan o vale, ’vel ’raen bemnoz ;
Hag hi da dremen : Doue ’oar
’Ur plac’h a sell yen pe glouar.
Na ger ’trezomp ; nemet raktal
’Kuzhas en iliz ’vel gwechall.
Gortoz ’oa din diwar an hent :
Mouchet eo din Doue ha sent ;
’B’oe ’meus kollet ar garantez,
Eo laosket baradoz Doue…
****
’Vit an noz-se ’oan dihunet
O klevout gouel ouzh an oaled,
’Korn an oaled un aelig gwenn,
Un alc’hwezh aour en e gerc’henn,
Moarvat alc’hwezh ar baradoz,
’Lec’h e nijas d’an hanternoz,
Nemet ’oa deut, ’vit kimiadiñ,
Ur verc’hig kaer evel lili…
****
Setu ’vo ugent bloaz bremañ,
’Noz ’eo marv ’meus ’n huñvre-mañ.
Tud vat, p’em c’havfet ma-unan,
’Vin o lenvañ da’m anaon ;
Na’m dalc’hit ket, m’hoc’h eus truez :
War seulioù ma dous ’vin neuze.
Tav, paourig kaezh, kousk ha tav mik…
****
Keloù ’meus bet deus ma c’hoantiz,
’Zo aet un devezh gant he giz,
Ha war ma lerc’h deut d’ar Gêr-Vras
Ouzh ma c’hlask pe da’m gwelet c’hoazh.
Tost d’an iliz, ’vit he gortoz
’Oan o vale, ’vel ’raen bemnoz ;
Hag hi da dremen : Doue ’oar
’Ur plac’h a sell yen pe glouar.
Na ger ’trezomp ; nemet raktal
’Kuzhas en iliz ’vel gwechall.
Gortoz ’oa din diwar an hent :
Mouchet eo din Doue ha sent ;
’B’oe ’meus kollet ar garantez,
Eo laosket baradoz Doue…
****
’Vit an noz-se ’oan dihunet
O klevout gouel ouzh an oaled,
’Korn an oaled un aelig gwenn,
Un alc’hwezh aour en e gerc’henn,
Moarvat alc’hwezh ar baradoz,
’Lec’h e nijas d’an hanternoz,
Nemet ’oa deut, ’vit kimiadiñ,
Ur verc’hig kaer evel lili…
****
Setu ’vo ugent bloaz bremañ,
’Noz ’eo marv ’meus ’n huñvre-mañ.
Tud vat, p’em c’havfet ma-unan,
’Vin o lenvañ da’m anaon ;
Na’m dalc’hit ket, m’hoc’h eus truez :
War seulioù ma dous ’vin neuze.
Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.
Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?
Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !
Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.


