Ar Re-C’hlas

407 👁 1 ★
Teñval an noz ’vel toull ur bez.
Ar Chouanted zo ’n o c’hoazez

En ur park don, en-dro d’an tan,
’Vel er garreg sioul morvran.

Un huanadenn zo klevet
’Tu all d’ar c’hleuz, ’treuz ar moged,

’Vel da greisteiz touseged mut
Pa c’hwistellont munut-munut :

N’eo ket ur c’hristen huanad,
Nemet ar gaouenn ’kreiz ar c’hoad.

Kerkent hanternoz ma skoas,
En-dro d’ar c’hloz ’sav ar Re-C’hlas :

Tapet ar Chouanted ’n o zoull
’Vel ur barr merien en ur poull.

Ne darnij ket al loened deun* [doñv]
’Vit al louarn ’tu all d’ar c’hleun*, [c’hleuz]

Nikun ne spont eus ar Re-Wenn
O klevet garm ha youc’hadenn,

Nag o welet emaint tri-c’hant
En-dro d’ar park ha prim ha drant.

    ****

- Glaouer, piv zo ’ta o vlejal
E koad Bear, ’kreiz an noz dall ?

- Tri-c’hant a Re-C’hlas o leskiñ,
Kou’et en ur puñs tan da virvi.

Kleuzet eo bet kloz ar park don
Gant ar Chouanted digalon ;

Ha neuze karget gant mouded
Ha gant mergl an tan goloet.

Kentañ kammed ’ra ar Re-C’hlas,
’Bountont betek o daoulin noazh ;

Ha pa lammont an eil kammed,
Betek poull o c’halon ervat ;

D’an trivet taol ’int o zri-c’hant
Kuzhet betek o badeziant.

A-dreñv, tri-c’hant a Chouanted,
Gant pep hini ur forc’h houarnet

’Vit o distaol ’kreiz an tan ruz,
’Vel en Ifern ’ra ’n aelez du.

    ****

- Glaouer, perak ’z ez beure mat,
Da seier leun, d’ar Poulleogad ?

- N’eo ket gant glaou, gant eskern eo,
Eo ma seier karget hirie,

Eskern ar Re-C’hlas ’zo devet
D’ar stankoù ’kasan, d’o bered. -

Ar s’un war-lerc’h, e Menez-Bre
Aotroù person Prad a lâre,

’Neus lâret an ofer’nn drantell
Evit en ifern taol ur sell :

Tri-chant a Re-C’hlas a welas,
Ha tri-c’hant Chouant donoc’h c’hoazh.

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.

Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?

Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !

Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.
D’AN UHEL