Diskar-amzer
440 👁 0 ★
Breizh a garan gwelet, mamm-gozh atav ’n he za,
Pa bar warni sklêrder an heolioù diwezhañ,
Pa zeu mouezh vras an traoñ da sioulaat dre ar bed,
Ha pa varv en oabl yen c’hwezh-vat ar bleunioù bet.
Neuze, koant ha seder eviti da gozhañ,
Hi ’lez he mantell vrizh d’an douar da ruzañ,
Ha bep kammed ma ra mil delienn alaouret
A beg ouzh ar vantell ’vel bagadoù stered.
Kement ha ken bihan ma teu, dre forzh bale,
He gwiskamant da dreiñ en ur sae aour melen,
Ken e chom sebezet ha mut he bugale :
Deus a welet o mamm ken kaer hag an aelez,
E stouont dirazi ’vel d’ober o fedenn
Hag a-greiz o c’halon e strink mouezh an delenn.

Emaout o lenn un destenn a zo bet skrivet e brezhoneg, dalc’h soñj neuze ma’z eo lennegezh ar vrezhoneg evel ar re all : hec’h ijin hag he saour hec’h-unan he deus.
Disheñvel ez int marteze diouzh an hini (gallek, saoznek…) a zo bet roet dit da dañva er skol. Daoust hag e tlefe bezañ laket lennegezh ar vrezhoneg dindan an treid evit se ?
Dre-se, dalc’h soñj eus ar fouge ez eo kenveriañ ul lennegezh ouzh un all. Kemer an testennoù evel ma’z int, lennadenn vat, ha tenn plijadur deus outo !
Ur soñj a zeu dit ? Ne zale ket ken ha deus e darempred ganin, n’eus forzh pe soñj e ve. Daoust ma n’on ket wonderwoman (ha piv a oar ?) e vi souezhet, marteze.
An holl destennoù a-us en em gav bremañ en damani foran hervez lezenn eus Bro-C’hall (70 vloaz goude marv an aozer), hogen taol evezh : lezennoù all a c’hell lakaat an dale da vout hiroc’h c’hoazh.
Bez en ez aes da arverzañ an destenn diouzh da c’hoant, nemet e venegi al lec’hienn-mañ mar plij dit. Evel just e lavaran trugarez d’an holl dud a roy din da anaout ar fazioù hag an diresistedoù a c’hell bezañ kavet.