Ar falc’herien

495 👁 1 ★
Dek eur ane’i : ar falc’herien,
Trenk o roched gant ar c’hwezenn
’Ro bronn d’o filc’hier er c’hlazenn.

En neñv digatar, an heol splann,
Trec’het ar c’houmoul da gentañ,
A flemm, a vroud ’vel elvoù tan.

Ar skrilhed paour, ’hed ar bradenn,
O ouelañ, ’nerzh o c’horzailhenn
D’o neizhioù gwallet, didoenn.

Ur plac’hig gant straed* an druzez, [korzailhenn]
O tonet skañv ’vel un heizez,
War he fenn chistr en ur bodez.

Hag a gan, ma’z eo un drugar :
« A-viskoazh eo bet ar mouar,
Da derriñ sec’hed, tra c’hoular.

« Laezh he mamm a fell d’an onner,
Dour, e-barzh ar poull, d’ar glesker,
Ha chistr, ’leizh e sku’ll*, d’ar falc’her ! » [skudell]

Gant toull ar gled* arru ar plac’h : [kledour]
« - Start, paotred, eme an ozac’h,
Bremañ hon devo ur bannac’h !

« Neb ’vo er penn all ar primañ
’Nevo ar skudellad kentañ
Hag ur… gomz vat gant Helena. »

Ar c’heinoù raktal da grommañ,
An divrec’h da sachañ kenañ
Hag ar geot druz da gostezañ.

    ***

Pell n’eo padet an hun-kreistez
Ha ’benn peder eur d’abardaez
Setu falc’het ar prad gante.

Helena evit an eil tro
Er prad adarre zo distro
Gant soubenn kig-sall er sku’lloù.

Hag an ozac’h kozh da lâret :
« - Bec’h de’i ha diskouezomp, paotred,
A zo difenn en hon bruched.

« Selaouit ervat : er wech-mañ
’N hini ’vano an diwezhañ
E lodenn ewar skign gantañ,

Un tamm mezhek en em gavo,
Rak da Helena e ranko
Dougen d’ar gêr pod ha sku’lloù ! »

    ***

Ha skuizh e oa ab’oe beure,
Ma teuas gantañ al lore,
Pe vezañ mezhek forzh ne rae ?

N’ou’n ket ! met Denez Gatelan
’Oa bet da adlein ar c’hentañ,
’Oa d’abardaez an diwezhañ.

Ha ne oa tamm mezhek e benn,
Podez ha sku’lloù o tougen,
Gant Helena dre an draonienn !

While you’re reading a text that has been written in breton, don’t forget that breton literature is like any other: it has its own genius and tastes.

They may be very different from those of the (french, english...) literature that you have been imbued with at school. Should breton literature be held in poor esteem for that reason?

So, please remember how useless it might be to contrast a literature with another. Take the texts as they are, have a nice read and enjoy!

Any idea? Please do NOT hesitate to contact me, whatever it might be. Though I'm not wonderwoman (hmmm, and who knows after all?), you might be surprised anyway!
The texts above are all in the public domain under french law (70 years elapsed since the death of the author), but take notice that other laws may extend the term of protection.
Feel free to use the text for any purpose, but please mention this website! Of course, I would be grateful to those who report to me all errors or inaccuracies that might occur.
UP