Hogen setu un heol nevez, Ledan, bannet, tarzhet er gwez ; Ur vro gaer zo ’n em astennet, War ribl ar mor e penn ar bed. Kalon an douar a glever O virvi e-kreiz he donder ; Ar c’houmoul du ’red en neñvoù ; Er parkeier ’tiwan bleunioù. Harluet an deñvalijenn, Ar joa zo e lagad an den ; Ar vreudeur ’zeu d’em anavout Ha, dorn-ouzh-dorn,...
Sonit, sonit klemmus, kleier bras ar Marv : Unan a zo aet kuit, ne zeuio ken en-dro. Sonit d’ar bugelig ken koant ha ken faro Aet davet an aelez, ne zeuio ken en-dro. Sonit d’ar plac’h yaouank, galvet gant an Aotroù E-kreiz hañv ar vuhez, ne zeuio ken en-dro. Sonit d’ar soudardig marvet evit e Vro, Kousket en douar yen, ne zeuio ken en-dro. Sonit...
Exeuntes autem invenerunt hominem Cyrenœum, nomine Simonem : hunc angarieverunt ut tolleret crucem ejus. » Matth., XXVIII, 32 Ha ma gweledigezh kalet a yeas da get Hag e klasken atav, ’mesk ar c’hogus roget, Ma ne zeue ket, ’vit ma C’hrist skuizh, ur C’hurenan... Siwazh, chomel a rae, e-unan, e-unan, Ha me dic...
Un nozvezh a viz mae steredennus ha splann, En e di plouz, e-kreiz ur chapelig gwenn-kann, Job « kreñv » zo astennet, dinerzh da virviken, E dud en-dro dezhañ, divuzul o anken, Frealzet koulskoude o soñjal ez eo bet Penn-da-benn e amzer den mat hag eeun-meurbet, O soñjal eo aet kuit gant bennozh e Zoue H...
E-kichen ur menez Ez eus ul lojennig ; E-touez he bodad gwez, Pegement eo koantik ! Nag a bet gwech, en deiz, Evit mont betegi, Me ’gemer an hent strizh A ya da zor an ti. DISKAN Evit gounit kalon Va Dousig koant ha ker, Piv ’zesko din ur son Dudius ha tener ? Hogen me ’chom atav, A-dreñv d’ar...
Pa oan klañv-fall war ma gwele, Hep gouzout da’m zud, ’skrivjont se : Da dad ha ni ’omp e yec’hed, Bennozh Doue, mabig karet ; Netra a-nevez ’barzh ar vro, Nemet Annaig ’zo marv....
Kleier, kleier em eus karet, O kleier Landreger, tavit! E-pad an deiz ’klevan ho mouezh : O tavit, kleier didruez ! An noz e klevan ho morzhol War an arem o skeiñ pep taol. An heol ne ve ket c’hoazh savet, Setu tri c’hloc’h ’us din brallet. Ha betek kreisteiz an taolioù ! Ar c’hlaz o son ’vit ar c’hañvoù ! D’abardaez-noz glaz adarre !...
E-barzh el liorzh, e-kichenik va lojenn Gwelet hoc’h eus ur wezenn gaer derv ? En he disheol, va mamm ger, war he barlenn, He deus desket din komz e yezh va bro ; Karet a raen klevet a-dreuz he skourroù Un avel yac’h o voudal d’ar pardaez, Hag o kanañ, kuzhet e-touez he delioù, E-pad an deiz, laboused a bep mouezh. Gwezenn derv, da zisheol ec’h eus ivez, En...
D’an Aotroù Fañch Dagorn
Livenn-gein Breizh-Izel, e-kreiz menez Are,
E-kichen Sant-Mikael ’n ur poull a-ziazez ;
Ha sed amañ ar yeun, tachenn distro, moeltr, yen.
E-lec’h gant levenez n’en em avantur den.
O dremmwel kudennek, douar fraost ha gweñvet,
Bro an taouarc’hennou, a raden marellet,
Atav ez out digor da hirvoud an avel
Ha d’an houidi gouez a zeu a-denn-askell !
D’an a...
Ganet en douar lann ha roz, War ribl mor gouez an hanternoz, Pa oan e-barzh ma c’hentañ oad, ’N em gwazhied ’oa ruz ar gwad. Birvi ’rae dindan aer an aod, Met bremañ glas eo ma divjod ; Siwazh ! Mont a ran ’dreuz broioù, Un huelenn c’hwerv ’n em genoù. Ma zadoù kozh, bev pe varv, ’Oa enoret-meurbet ’n o bro… Allaz ! Ha me, war zistro ’n o...