Postel hardizh un dra bennak m’ec’h eus c’hoant ma zrugarekaat (pezh a rafe din plijadur !), reiñ da soñj, danevellañ ur gudenn pe ginnig ur skoazell a bep seurt. Gallout a rez skrivañ e saozneg, e brezhoneg pe e galleg. N’on ket em aes en alamaneg, ha nebeutoc’h c’hoazh e rusianeg… Risklus e ve evidout !
An awen a zeu dit ? Deus e darempred ganin AMAÑ.
Kavout a ri amañ dindan skeudennoù diadreñv a zo bet awenet gant al lennegezh vrezhonek. N’ouien ket pelec’h o lakaat, setu perak o c’havi amañ. E kalz anezho ez eus arroudennoù, darn e brezhoneg ha darn e galleg. Bez en ez aes ma fell dit pellgargañ an holl !
gant arroudennoù e brezhoneg
gant arroudennoù e galleg
hep arroudenn
copyright © Audrey Marineau
Gallout a rez c’hoari gant kalz gerioù, frazennoù ha testennoù amañ war Skedus ! Gouzout a rez diouti ? Pa zeskez yezhioù all ez a da eñvor, da gizidigezh, da skiant… hag ouzhpenn c’hoazh war ziorren ! Gallout a rez ivez mont war arbenn tudoù, sevenadurioù ha speredennoù all.
A-blaen eo hizivaet Skedus : danvez nevez (testennoù, dodennoù…), doareoù ha dibaboù all (doareoù al lec’hienn, stummoù, fontoù…) evit ma vo aesoc’h ha fentusoc’h c’hoazh. Ma teu dit ar c’hoant gwelout ar re diwezhañ, amañ eo ma c’hellez kavout anezho dre ar munud.
Krouet eo bet Skedus… ganin-me (Audrey). Ur raktres frank ha digoust eo (business ebet amañ). M’ec’h eus c’hoant gouzout hiroc’h a-zivout an amplegadoù implijout hollek.
Postel hardizh un dra bennak m’ec’h eus c’hoant ma zrugarekaat (pezh a rafe din plijadur !), reiñ da soñj, danevellañ ur gudenn pe ginnig ur skoazell a bep seurt. Gallout a rez skrivañ e saozneg, e brezhoneg pe e galleg. N’on ket em aes en alamaneg, ha nebeutoc’h c’hoazh e rusianeg… Risklus e ve evidout !
An awen a zeu dit ? Deus e darempred ganin AMAÑ !
Me ’oar mat n’eo ket ken divoutin ha tra, gwir eo koulskoude ma savan Skedus diouzh va amzerioù-vak, war va c’houst, daoust ma talv d’ar re all… ha te en o zouez, marteze. Neuze, bez soñj da reiñ an dorn mar plij, gwenneien, testennoù, gerioù pe vousc’hoarzhoù zoken. Dreist e ve !
Skeudennoù a zo bet kemeret digant www.game-icons.net gant lañvaz CC BY 3.0. Trugarezus ’on ouzh kement hini a ro an dorn evit kas da benn ar raktresoù-se. M’ec’h peus c’hoant gouzout hiroc’h a-ziwar ho fenn, amañ eo evit ar munud.